Skip to main content


Nos valeurs et nos engagements

Hon talvoudoù, hor gouestloù

Hor c'henlabourerien a sikour treuzkas chemet hag a zoug hon talvoudoù a-fet ar vicheregezh, an atebegezh, ar c'hengred, an nested hag ar spered embreger.

Talvoudoù al liesseurted hag ar c'hemmesk o deus ur ster evidomp.

Oberoù evit ar gevatalded Paotred-Merc'hed

Oberoù evit kenemprañ ar re yaouank hag implij ar re gozh

Oberoù evit implij an dud nammet.

Ar c'henemprañ

Pa c'hoprer ur c'henlabourer nevez en devez ur prantad stummañ.
Gant ar prantad-se e c'hall ar c'henlabourer nevez ober anaoudegezh gant hon embregerezh, hon holl servijoù, ar gendivizerien, hag ivez gouzout penaos ez a kement-se en-dro. Evel-se e c'hall kompren e-barzh e endro labour nevez.

 

Meneger kevatalded vicherel merc'hed-paotred

Un diferadenn bouezus e steuñv obererezh ar Gouarnamant eo embann, bep bloaz, evit an embregerezhioù 50 goprad pe muioc'h, ur meneger hag a vuzuilh ar gevatalded merc'hed-paotred.

RD Brest oberataer ar rouedad Bibus, izembregerezh gant ouzhpenn 250 goprad, en deus tapet an notenn 88/100 er bloavezh 2023 !

Jedet eo ar meneger diwar 100 poent, ha c'hoarvezout a ra eus pemp merker :

  • Forc'hadoù a-fet ar goproù,

  • Forc'hadoù en ingaladur ar c'hreskoù gopr hiniennel,

  • Forc'hadoù en ingaladur an herouezadurioù,

  • Dregantad ar gopradezed gant ur c'hresk gopr pa zistroont eus un ehan mammelezh ha,

  • Parder e-mesk an dek gopr uhelañ en embregerezh.

An notenn 88/100 a ziskouez a-walc'h hon engouestl evit ar gevatalded etre ar merc'hed hag ar baotred.

E pep prantad eus ar vuhez vicherel : diuzañ, tuta, stummañ, goprañ, fiñval, e ouestlomp luskañ, e-barzh hor skipailhoù, ar gevatalded, al liesseurted hag an doujañs, en hon holl stalioù e Frañs hag en estrenvro.

Back to top