Tuta 4 fol bras : Ar servij korvoiñ a dolp 75 % eus ar c'hopridi hag a ya d'ober kalon an embregerezh. Bodañ a ra ar micherioù liammet war-eeun ouzh ar rouedad Bibus, da lavaret eo ar bleinañ ha reoliñ an dremeniri. Ar servij marketing ha kenwerzh a vod arbennigourien war empentadenn ar rouedad (arsavioù, linennoù, amzer evit ur pennad-hent, ha kement zo), war ar c'hehentiñ hag an evezhiañ pemdeziek, ha war ar c'henwerzh (boutikl Bibus, gwazourien an darempred gant ar glianted, servijoù treuzdougen war goulenn, ha kement zo). Gant an trezalc'h e voder tost da 30 micher, ingalet etre atalier trezalc'h ar busoù e Kergonan hag atalier trezalc'h an tramgirri e Dor Plouzane. Gant an trezalc'h e voder tost da 30 micher, ingalet etre atalier trezalc'h ar busoù e Kergonan hag atalier trezalc'h an tramgirri e Dor Plouzane. Liammet eo an holl servijoù an eil re ouzh ar re all, ha ganto e c'haller kinnig ur servij a-feson da glianted ar rouedad Bibus.