Kinnig E meurgêr Brest ez eus meur a zoare da barkañ e varc’h-houarn e surentez. Tost da 260 plas parkañ suraet zo en holl evidoc’h. Setu kartenn ar parklec’hioù marc’hoù-houarn e meur a lec’h strategel e Brest meurgêr : Parklec’hioù marc’hoù-houarn stroll Penaos ez a ar parklec’hioù marc’hoù-houarn stroll (P+V) en-dro ? Digor e vezont Sul-ouel-pemdez, noz-ha-deiz. Evit digeriñ an nor, lakaat ho kartenn KorriGo war ar bonn talvoudañ er mont tre (sellet ouzh ar reolennoù amañ-dindan). Suraet e vez ar parklec’hioù-se gant ar videoevezhiañ hag o mont tre gant ar gartenn KorriGo. Ma vez un diaezamant bennak, pouezañ war ar bouton galv skoazell en un arsav tramgarr, e-kichen an ingaler teulioù emgefre. Gwaskedoù hiniennel Penaos ez a ar gwaskedoù hiniennel en-dro ? Digoust eo an implij anezho ha n’eo ket ret en em skrivañ en a-raok. Gallout a reer parkañ enno Sul-ouel-pemdez, noz-ha-deiz. Gant daou dra e vezont suraet : un nor-dal (gant ur c’hadranas / un hual) hag ur c’hrog enno da stagañ ho marc’h-houarn (gant un hual). Penaos mont e-barzh ar parklec’hioù marc’hoù-houarn ? Evit an dud ha n’o deus kartenn KorriGo ebet : mont d’ar stal Bibus evit kaout ur gartenn mont tre KorriGo, pe goulenn unan er stal enlinenn : krouiñ ur gont da gentañ ha klikañ war « Urzhiañ ur gartenn KorriGo » da c’houde (dindan eizhtez e vo kaset unan deoc’h du-se). Ezhomm ho peus eus ur marc’h-houarn ? Gant Bibus e vez kinniget daou servij feurmiñ : Velozef gant beloioù tredan en un doare emservij ha Velocibus gant beloioù tredan war hir amzer.