Penaos ez a en-dro ? Grit anaoudegezh gant Vélocibus, ar servij feurmiñ beloioù tredan ha kemerit plijadur o vevañ en ho kêr e pep frankiz. Gant ar beloioù tredan, krapennoù Brest hag ar veurgêr n'int ket diaesterioù ken ! Grit a-vremañ gant ar mod mont-ha-dont-se, ekologel, marc'had-mat ha mat evit ar yec'hed war un dro. Evit aesaat ar feurmiñ beloioù hon eus lakaet ur savenn mirout war-sav, un nebeud klikoù ha graet eo an afer : Feurmiñ ur marc'h-houarn Ar seurtoù beloioù a feurmomp Belo evit kêr Ar velo-mañ, ar stumm E-cardan eus ar merk Arcade, he deus 5 mod skoazell dredan ha 7 tizh mekanikel. Gallout a ra chom hep adkargañ betek 75 km. Ur velo dre gardan eo, setu n'eus chadenn ebet, trouz ebet ha riskl ebet da ziroudennañ. An E-cardan zo danzeet ha kenstrollet e Frañs e-barzh atalieroù er Roche-sur-Yon. Peurvat eo evit bezañ implijet stank e kêr, ma chomer a-sav alies. Luc'hskeudenn : © Simon Cohen Belo pleg-displeg Ar velo-mañ, ar stumm Eovolt eus ar merk City 4, zo ur velo dredan pleg-displeg, skañv ha fetis-kenañ. Pleget e vez aes en un nebeud eilennoù. Peurvat evit kêriz o deus nebeut a blas evit renkañ o belo en o ranndi pe war o lec'h labour. Bihan hag aes da renkañ, ur wech pleget, ar velo Eovolt a gav he flas hep diaester en treuzdougen a-stroll. Luc'hskeudenn : © Simon Cohen Belo-samm Ar velo-mañ eus ar merk Douze Cycles zo ur gwir zazeilad da implij ar c'harr. Gant he c'heflusker tredan galloudus e ankouaoc'h krapennoù Brest ha pouez ho samm deoc'h-c'hwi. Evit parkañ war ur riblenn-straed pe treiñ en-dro ho pez ar santimant emaoc'h war ur velo klasel, ken aes eo da vaneuriñ. Gant ar stleug enframmet e c'hall ar vugale pignat ha diskenn evel a garont. Luc'hskeudenn : © Simon Cohen Teirrodeg-samm An teirrodeg-mañ eus ar merk Douze Cycles zo ur gwir zazeilad da implij ar c'harr. Gant e geflusker tredan galloudus e ankouaoc'h krapennoù Brest ha pouez ho samm deoc'h-c'hwi. Evit parkañ war ur riblenn-straed pe treiñ en-dro ho pez ar santimant emaoc'h war ur velo klasel, ken aes eo da vaneuriñ. Gant ar stleug enframmet e c'hall ar vugale pignat ha diskenn evel a garont. Luc'hskeudenn : @ Simon Cohen Belo astennet lost-hir An Douze LT1 zo ur velo-samm skañv, gouest d'ober pep tra. War ar sizhun evit kas ar re vihan d'ar skol ha mont da labourat diouzhtu-kaer pe evit prenañ defotachoù. D'an dibenn-sizhun evit pourmenadennoù gant ho familh : achapit kuit evel a garit ! Ur framm kreñvaet he deus ha bleinet e vez evel ur velo dredan klasel. Gant he doug-samm hir en diadreñv e c'hall reiñ bod d'an holl vugale, eus ar re vihan d'ar re vras, ha d'un oadour zoken. Er baner en diaraok e c'halllit derc'hel ho rikoù a-hed dorn. Empennet eo bet pep tra evit ho surentez ha hini ho tremenidi. Luc'hskeudenn : @ Simon Cohen Belo-samm teirrod An teirrodegoù Pfautec Combo zo marc’hoù-houarn tredan solut hag harzus, ganto ur c’heflusker Bosch gant diskwelioù niverel hag ur batiri Lithium Li-ion gant ur c’halloudegezh 14 Ah-36 V. Pevar live skoazell zo ha gellout a reer mont betek 60 km well-wazh ganto. Bez’ ez eus ivez ur skoazeller da loc’hañ (6 km/h d’ar muiañ), ur reizhiad Shimano Nexus 7 evit cheñch tizh ha pa vefed chomet a-sav ha kuit a zireilhañ, ur starderez evit parkañ hag ur starderez war ar rod a-dreñv pa droadikeller war an tu kontrol, kuit a risklañ. Titouroù pleustrek Pa vo disoc’h ho mare feurmiñ e rooc’h ho marc’h-houarn en-dro goude bezañ kemeret un emgav dre bellgomz gant Velocibus en niverenn 06 82 26 90 54. Staliet eo an atalier e savadur ar gevredigezh Don Bosco en 1, straed Louis Pidoux e Brest. Digor eo eus al Lun d’ar Yaou etre 9e ha 12e hag etre 1e30 ha 5e gm, ha d’ar Gwener ha d’ar Sadorn etre 9e ha 12e30 hag etre 1e30 ha 4e gm. Evit echuiñ mirout ho marc’h-houarn e rankoc’h : Paeañ ur fiziadenn warantiñ (a vo enkefiet pa vo miret). Diouzh an doare marc’h-houarn a vo feurmet e vo ar sammad da baeañ. Enrollañ ho taveennoù bank evit kadarnaat sammad ar gretadenn (na vo ket enkefiet pa vo miret). Diouzh an doare marc’h-houarn a vo feurmet e vo ar sammad da baeañ. Evit mont gant an hent en un doare seder, na zisoñjit ket isskridañ d’un asurañs kenwarez a-raok tapout ho marc’hoù-houarn. Hervez an amplegad implijout hollek evit ar feurmiñ e vo mizoù diouzh ma vo kollet, laeret pe labezet an dafar feurmet. Erbediñ a reomp ac’hanoc’h da vont e darempred gant an asurer a fello deoc’h evit asuriñ an drouklammoù a c’hellfe bezañ e-pad ar mare feurmiñ. Ma fell deoc’h e c’helloc’h ober gant hon asurer keveler « Tulip ». Ma vez kont evel-se e c’halloc’h isskridañ d’an asurer « Tulip » goude bezañ paeet ho feurm enlinenn, dre al liamm a zo war ar bajenn evit kadarnaat ho feurm. Evit gouzout hiroc’h, e c’halloc’h kavout gwarantizoù an asurañs « Tulip » amañ dindan. Digor eo ar feurm d’an dud en tu all da 16 vloaz a zo o chom e Brest Meurgêr. An implijidi a c’hell an implijer resteuler 50% eus ar c’houmanant Velocibus dezho (75% evit gwazourien ar velestradurezh publik). Ma vez lakaet un treziad fiñvusted padus e plas gant hoc’h embregerezh e c’hell talvezout ouzhpenn ar mizoù kemeret e karg dre ret evit ar c’houmanant d’ur servij publik da feurmiñ marc’hoù-houarn. Muioc’h a ditouroù war lec’hienn ministrerezh an Ekonomiezh hag an Arc’hant. Pad ha prizioù feurmiñ Ma vez ur c’houmanant miziek pe bloaziek evit an treuzdougen boutin Bibus e c’hallit kaout ur priz gwelloc’h evit pad ho koumanant. Ma paouezit gant ar c'houmanant e rankit paeañ priz feurmiñ Velocis evit an dud n'int ket koumanantet. M'hoc'h eus ur rannad tiegezhel bihanoc'h pe par da 813 €, m’hoc’h eus - 26 vloaz pe m’hoc’h eus studierien, e c’hounezit ur Da lavaret eo un testeni hag a brou ho gwirioù d’ar prizioù kengret, roet d’an tiez-kêr pe e KOSG ho karter/kumun Brest meurgêr, ma kinniger un testeni eus rannad ar familh (bihanoc'h pe par da 813 €). Da lavaret eo ur gartenn identelezh ha/pe ur gartenn studier. An amplegadoù implijout Evit echuiñ mirout ho marc’h-houarn e rankoc’h : Paeañ ur fiziadenn warantiñ (a vo enkefiet pa vo miret). Diouzh an doare marc’h-houarn a vo feurmet e vo ar sammad da baeañ. Enrollañ ho taveennoù bank evit kadarnaat sammad ar gretadenn (na vo ket enkefiet pa vo miret). Diouzh an doare marc’h-houarn a vo feurmet e vo ar sammad da baeañ. Evit mont gant an hent en un doare seder, na zisoñjit ket isskridañ d’un asurañs kenwarez a-raok tapout ho marc’hoù-houarn. Hervez an amplegad implijout hollek evit ar feurmiñ e vo mizoù diouzh ma vo kollet, laeret pe labezet an dafar feurmet. Erbediñ a reomp ac’hanoc’h da vont e darempred gant an asurer a fello deoc’h evit asuriñ an drouklammoù a c’hellfe bezañ e-pad ar mare feurmiñ. Ma fell deoc’h e c’helloc’h ober gant hon asurer keveler « Tulip ». Ma vez kont evel-se e c’halloc’h isskridañ d’an asurer « Tulip » goude bezañ paeet ho feurm enlinenn, dre al liamm a zo war ar bajenn evit kadarnaat ho feurm.