Gant ar programm fealded b-klub e vez garedonet ho tilec'hiadennoù gant an treuzdougen er rouedad Bibus. Koumananterien hag implijerien tikedoù prenet en arload hezoug Bibus, bergnit poentoù evit dispign anezho e stumm donezonoù da gevredigezhioù pe spletoù gant kevelerien an tiriad. Gwelit hor c'hinnigoù Penaos ez a b-klub en-dro ? Evit emezelañ er programm e tleit en em enskrivañ el lec'h gouestlet da b-klub, digoust ha buan eo. Taolit pled : ret eo deoc'h skrivañ ho niverenn kliant a zo war ho kartenn KorriGo er vaezienn "Niv. kliant". Koumanantet oc'h KorriGo? Dibabit "KorriGo Brest" evit dibab ho servij ha kit da c'houzout hiroc'h war ho kartenn KorriGo er vaezienn "Niv. arval". Goude-se e resevoc'h ur postel evit validañ hoc'h enskrivadur ha kement ha komañs mat, hoc'h enskrivadur er boutikl enlinenn b-klub a zegas 100 poent deoc'h ! Penaos ober evit berniañ poentoù ? Validañ ho teul treuzdougen da-geñver hoc'h holl zilec'hiadennoù, hag ivez : paeroniañ ho tud nes, kemer perzh e c'hoarioù, d'ho teiz-ha-bloaz, hag all hag all. Ha goude-se, penaos dispign ho poentoù ? Ober un donezon da gevredigezhioù eus ar vro liammet ouzh ar monedone pe ouzh gwarez an endro ; Prenañ kinnigoù kevelerien Bibus e katalog ar boutikl b-klub ; Kemer perzh e tennadurioù evit gounit lodoù dibar. En em lezit da vezañ temptet Hag evit gounit buan muioc'h a boentoù, brudit b-klub en-dro deoc'h, paeroniit ur mignon pe ur vignonez ha gounezit 50 poent dre ar paeroniañ (3 faeroniezh d'ar muiañ).