Gant an arload hezoug Bibus e c’hallit prientiñ aes hoc’h holl veajoù war dachenn Brest meurgêr. Ennañ e kavoc’h an holl ditouroù hag an holl ostilhoù talvoudus evit en em ziblasañ. Prientiñ ho peajoù Gallout a rit : Evit klask un hent gant an treuzdougen boutin hag ivez war droad, war velo, gant an droterez pe dre genweturañ. Enrollañ gant un nebeud klikoù al lec’hioù ma’z it ar muiañ (al labour, ar gêr, lec’hioù a bep seurt). Kavout tud evit kenweturañ p’en em ziblasit, asambles gant OuestGo. Anavezout al lec’hioù talvoudus tro-dro deoc’h : arsavioù bus, tramgarr ha VeloZef, parklec’hioù eskemm. Sellet ouzh an eurioù hag ar c’heleier tremeniri bep ma teuont Gallout a rit : Sellet ouzh an eurioù war-eeun evit anavezout an tremenioù kentañ war ho linennoù ha gouzout pelec’h emañ ar busoù hag an tramgirri. Resev kemennoù en ho pellgomzer, enno keleier tremeniri, evit gouzout kement tra dalvoudus diwar-benn ho linennoù muiañ-karet. Prenañ ho teulioù treuzdougen Gallout a rit prenañ ho teulioù niverel, a vez graet M-Ticket anezho : tikedoù evit 1 veaj, tikedoù evit 10 beaj (priz reoliek ha priz digresket), tikedoù evit 1 devezh, tikedoù mont-ha-dont gant ar fungarr, tiked familhoù / strolladoù pe c'hoazh tikedoù darvoudoù. Hag ur bern ostilhoù talvoudus all… Gant an arload StreetCo e vez pourchaset titouroù war ar skoilhoù a c’hallfe bezañ war ho hent. Gant ar gwirvoud kresket e c’hallit bezañ heñchet kammed ha kammed betek an arsavioù tostañ. Liammoù pellgargañ Talvoudus eo deomp gouzout ho soñj ! Un dra a garfec’h kinnig deomp gwellaat ? Skrivit deomp hep marc’hata tamm : [email protected] Beajiñ a rit gant ar rouedad treuzdougen Bibus dija ha mat eo deoc’h ? Evit reiñ deomp da c’houzout kement-se, lakait 5 steredenn deomp war ar stalioù arloadoù !