Un nebeud kuzulioù evit beajiñ ken seder ha tra Noazadurioù e-keñver trouz : ho pet doujañs evit ar veajourien all. Izelait son hoc'h ardivinkoù eletronek evit gwareziñ sioulded hoc'h amezeien. Emzalc'h : en treuzdougen foran, taolit evezh ouzh an dud vresk (tud kozh, tud nammet, merc'hed brazez, ha kement zo) ha lezit anezho da azezañ. Teul treuzdougen : bezit sur ho peus un teul treuzdougen validet pa bignit ha mirit anezhañ betek ho tiskenn. Ma vez flod e c'haller reiñ deoc'h un dell-kastiz a vo he sammad diouzh an darvoud. Gwelet kael an torroù-lezenn Ar bus : mod implij Pa c'hortozit ho pus, prientit ho teul treuzdougen pe ho moneiz ma prenit un tiked dre unanenn pe un tiked evit an devezh digant ar bleiner. Gwelet a reoc'h an niverenn linenn ha penn al linenn ouzh diaraog ar bus : grit ur sin d'ar bleiner. Pignit dre zor diaraok ar bus. Validit ho teul treuzdougen pa bignit, ha pa vefe ur c'henere. Kit war-zu an diadreñv evit reiñ plas. Pa vez hoc'h arsavlec'h o tostaat, pouezit war unan eus ar boutonioù "arsav goulennet". En hoc'h arsavlec'h, diskennit dre an dorioù e kreiz pe e diadreñv ar bus hepken. Gallout a rit digeriñ an dorioù-se gant ur bouton tost dezho. Ur sistem surentez a vir ouzh an nor da serriñ keit ha ma vezit detektet. An tramgarr : mod implij Gallout a reer mont en tramgarr gant holl zorioù an tren. Pouezit war ar bouton da zigeriñ an dorioù. Chom a ra an tramgarr a-sav en holl arsavlec'hioù. Pa erru an tramgarr, bezit sur ho peus un teul treuzdougen. Ma n'ho peus hini ebet, emañ an teulioù treuzdougen e gwerzh en ingalerioù teulioù en arsavlec'hioù an tramgarr. Gallout a rit ivez prenañ ho tiked dre an arload hezoug Bibus pe war-eeun e-barzh an tramgarr, gant ar mekanikoù da validañ roz hag ho kartenn-vank hep touch. Ret eo validañ an teulioù e bourzh an tramgarr bewech ma pignit ennañ, ha pa vefe ur c'henere, evit an tikedoù hag ar c'hartennoù KorriGo. E-barzh an tramgarr : en em lezit da vezañ sturiet gant ar skrammoù kelaouiñ hag ar c'hemennnoù da glevet a verk hed-ha-hed ho pennad-hent anv an arsavlec'h darempredet, an amzer betek an arsavlec'h war-lerc'h, ha kement zo. Pa erruit en hoc'h arsavlec'h, pouezit war ar bouton da zigeriñ an dorioù ent emgefre. Kit dre ar roudennoù hag ar bandennoù divrodegoù. Niverusoc'h-niverus ez int e kêr. N'it ket gant hentoù an tramgarr, difennet eo rak ur gwir zañjer zo : ur rod hag a riskl pe a chom gennet er roudenn ! Doujit d'ar gouleier ha d'ar stopoù. Diwallit pa dreuzit ar roudennoù, ur rod a c'hall silañ enno ha bezañ kaoz d'ul lamm. Diwallit diouzh kornioù dall ar busoù. An teleferik : mod implij An teulioù treuzdougen zo e gwerzh e daou arsavlec'h an teleferik, en ingalerioù teulioù emgefre war ar c'haeoù, hag ivez gant ar mekanikoù da validañ roz hag ho kartenn-vank hep touch. Gallout a rit ivez prenañ ho tiked dre an arload hezoug Bibus. Ret eo validañ ho teulioù treuzdougen (kartenn KorriGo, tikedoù) : graet e vez war ar c'hae. Emañ an teleferik en aezamant d'an dud dalc'het en o c'herzhed (2 gador-ruilh d'ar muiañ dre logell). Deuet-mat er bourzh eo ar beloioù ivez (1 velo d'ar muiañ el logell). Emgefreek eo ar sistem : grit diouzh ar c'hemennoù war ar skrammoù kelaouiñ ha diouzh ar c'hemennoù da glevet. Ar c'helaouiñ en amzer wirion An tramgarr, ar busoù hag an teleferik zo aveet ar braz anezho gant skrammoù da gelaouiñ ar veajourien. Merkañ a reont pad ar pennad-hent, anv an arsavlec'h kentañ, ar c'henereoù, ha kement zo. En arsavlec'hioù an tramgarr, an teleferik, hag en arsavlec'hioù busoù zo, skrammoù a verk an amzer da c'hortoz hag an tuadur. E-barzh an tramgirri hag e bourzh an teleferik, kemennoù dre gomz a ro deoc'h anv an arsavlec'h darempredet.