Diwar an arload hezoug Bibus e c'hallit prenañ un teul treuzdougen pe meur a hini hag a c'hallit implijout diouzhtu pe diwezhatoc'h. An arload Bibus zo da bellgargañ en ho poellgomzer, dre an AppStore pe Google Play. Penaos ez a en-dro ? Simpl eo prenañ tikedoù gant hoc'h hezougell. Grit an 3 zra-mañ : 1. Kevreit : ret eo kaout ur gont en arload evit prenañ tikedoù. 2. Prenit ho teulioù : ur wech krouet ho kont, kit d'an ivinell "Prenañ". Eno e kavoc'h listenn an teulioù treuzdougen da brenañ. 3. Implijit ho teulioù : er rann "Implijout" e welit an teulioù ho peus prenet. Klikit war an hini a fell deoc'h implijout, validit ha kadarnait ho tiuzadenn. 4. Pouezus : ret eo kadarnaat pa bignit er c'harbed rak lañsañ a ra ar gont war gil*. Talvezout a ra hennezh da brouenn kadarnaat ma vez kontrollet. Ouzhpenn-se eo karget ar veajour da gaout ur skramm e stad vat evit ma vo lennus an tiked, batiri ha rouedad a-walc’h evit prouiñ un teul tre. * kont war gil amzer talvoudegezh an teul prenet. Peseurt teulioù treuzdougen zo da gaout ? Tiked dre unanenn en 1,70 € Tiked 10 beaj e 14,40 € Tiked 1 devezh e 4,50 € Tiked 10 beaj gant ur priz digresket : 9 € Tiked mont/dont teleferik : 2,20 € Tiked familhoù / strolladoù : 4,50 € Tiked darvoud : 3 € Penaos kemer ur c'henere ? Evit kemer ur c'henere e rankit klikañ war an tiked en implij, ha goude-se war ar bouton "Kemer ur c'henere". An arload a c'houlenn ganeoc'h kadarnaat ar choaz. Penaos gwelet istor ma frenadennoù ? Gallout a rit sellet ouzh istor ho prenadennoù hag ho talvoudekadurioù pa glikit war an tri foent e krec'h ar skramm a-zehou.