Skip to main content


Prenañ teulioù

Gwelit an holl zoareoù da brenañ un teul treuzdougen, pe e vefe dizanvezelet pe ne vefe ket : ar paeamant hep touch, an tikedoù a c'haller prenañ en arload hezoug (M-Tiked), an e-boutikl, an ingalerioù teulioù emgefre, ar boutikl Bibus, an erlec'hioù B, ar gwerzh er busoù peotramant an LKHL !

Ticket SMS

Gouzout hiroc'h

 

Open Payment

Paeamant hep touch

Gallout a rit paeañ war-eeun gant ho kartenn-vank hep touch, e-barzh ar c'harbedoù hag en arsavlec'hioù an teleferik. Akomod, buan hag ekologel eo !

Gouzout hiroc'h

M-Ticked

Diwar an arload Bibus e c'hallit prenañ ho teulioù treuzdougen ha validañ anezho war-lerc'h er c'harbedoù e stumm kodoù QR

Gouzout hiroc'h

 

An e-boutikl

En e-boutikl (boutikl enlinenn) e c'hallit prenañ ho koumanantoù pe ho tikedoù treuzdougen, hag ivez pellgargañ ho prouennoù prenañ.

Kevreañ a ran

An ingalerioù emgefre

En ingalerioù emgefre en arsavlec'hioù an tramgarr hag an teleferik e c'hallit prenañ ur c'houmanant miziek evit ho kartenn KorriGo ha prenañ ho teulioù treuzdougen.

Ar boutikl Bibus

Gant ar boutikl Bibus, 33 Bali Clemenceau, e c'hallit tapout ho kartenn KorriGo, koumanantiñ d'ur pass bloaziek pe d'ur pass miziek ha prenañ kement teul treuzdougen zo. Eno emañ hor c'huzulierien monedone evit kelaouiñ ac'hanoc'h ha sikour ac'hanoc'h da gavout an diskoulm gwellañ evit ho tilec'hiadennoù.

Gouzout hiroc'h

An erlec'hioù B

E stalioù a-leizh e c'hallit prenañ teulioù treuzdougen Bibus ha prenañ koumanantoù miziek gant ho kartenn KorriGo. Tavarnioù-butun, gourmarc'hadoù hag ivez ti an douristed e Brest meurgêr.

Ar gwerzh e bourzh ar busoù

Gallout a rit prenañ teulioù zo digant ar vleinerien busoù : an tiked dre unanenn, an tiked devezh hag an tiked 10 beaj.

Ho pet soñj kaout moneiz bihan evit aesaat ar brenadenn !

Al Lec'hioù Kelaouiñ Hanterouriezh Liesservij" (LKHL)

E Brest ez eus tri lec'h kelaouiñ ma c'hallit prenañ ur c'houmanant miziek gant ho kartenn KorriGo pe prenañ ho teulioù treuzdougen : e karterioù ar Milinoù, Pontanezen ha Keredern.

 

Back to top