Tuta 4 fol bras : Ar servij korvoiñ a dolp 75 % eus ar c'hopridi hag a ya d'ober kalon an embregerezh. Bodañ a ra ar micherioù liammet war-eeun ouzh ar rouedad Bibus, da lavaret eo ar bleinañ ha reoliñ an dremeniri. Ar servij marketing ha kenwerzh a vod arbennigourien war empentadenn ar rouedad (arsavioù, linennoù, amzer evit ur pennad-hent, ha kement zo), war ar c'hehentiñ hag an evezhiañ pemdeziek, ha war ar c'henwerzh (boutikl Bibus, gwazourien an darempred gant ar glianted, servijoù treuzdougen war goulenn, ha kement zo). Gant an trezalc'h e voder tost da 30 micher, ingalet etre atalier trezalc'h ar busoù e Kergonan hag atalier trezalc'h an tramgirri e Dor Plouzane. Gant an trezalc'h e voder tost da 30 micher, ingalet etre atalier trezalc'h ar busoù e Kergonan hag atalier trezalc'h an tramgirri e Dor Plouzane. Liammet eo an holl servijoù an eil re ouzh ar re all, ha ganto e c'haller kinnig ur servij a-feson da glianted ar rouedad Bibus. Ar vicher bleiner bus/tram Ar vicher bleiner bus ha tramgarr a vod meur a zomani : Teknikel : ar bleiner a vlein ar c'harbed en ur warantiñ surentez hag aezamant ar veajourien, petra bennak e vefe doareoù an dremeniri ,hag en ur zoujañ da god an hent. Emañ e garbed en e garg ha kontrolliñ a ra hag-eñ ez eo stummet-mat. Kenwerzhel : ar bleiner a ditour ar glianted a-fet ar roudoù, ar prizioù, pad ar veaj. Gwerzhañ a ra ivez teulioù treuzdougen ha merañ e gef hag e stok tikedoù. Denel : ar bleiner a zegemer hag a ditour ar veajourien dezho da gaout ar gwellañ servij zo. Gwarantiñ a ra surentez an dud kaset gantañ. Evit a sell ouzh bleinañ tramgirri, ar vleinerien a ra gant busoù ha tramgirri a bep eil 50 % eus an amzer. Evit gallout mont war ar vicher-se e rank an den kaout an aotre-bleinañ D hag ur stummadur FIMO/FCO beajourien, pe un teul micherel CTRIV. Micherioù an trezalc'h Trezalc'h Busoù Ar vicherourien, an deknikourien, ar pennoù skipailh hag an atebeien Trezalc'h a ra ar rouedad mont en-dro diouzh ar gwellañ. Lakaat poan a reont-holl da wellaat dibaouez kalite hor c’harbedoù hag hon aveadurioù. A-drugarez dezho e c’haller : kaout a-walc’h a garbedoù bepred, dalc’het a-ratre hag implijet e surentez ; lakaat e plas doareoù da gempenn ha da dresañ ar c’harbedoù hag an aveadurioù en a-raok ; harpañ raktresoù ; kinnig d’hor c’hlianted ur servij hag a c’haller fiziout ennañ gant beajoù akomod hag e surentez. A bep seurt labourioù a vez graet gant gwazourien an trezalc’h. Trezalc'h Tramgirri Evit delc’her an tramgirri a-ratre e vez kempennet tri zra : an trenioù tramgarr : ar bagonioù ; an aveadurioù red kreñv : ar savennoù tramgarr, an hentoù, an ostilhoù heñchañ, an aerlinenn genstok hag an istredanvaoù ; an aveadurioù red gwan : an aveadurioù en arsavioù, ar panelloù hent-houarn, ar vilhederezh, ar reizhiad skoazell korvoiñ ha kelaouiñ ar veajourien, ar radio hag ar Mererezh teknikel kreizennet. Micherioù ar reoliñ trafik Gant ar reolier e vez reoliet an tremenerezh bemdez. Dav eo dezhañ bezañ pizh hag aketus, ersaviñ prim ha gallout labourat dindan ar bec’h. Un nebeud kefridioù all a vez goulennet digantañ ober : merañ ar Post Ren Kreizennet (PRK) ; diwall ar rouedad busoù, tramgirri ha teleferik gant ar Reizhiad Skoazell korvoiñ ha kelaouiñ ar veajourien ; mont war an dachenn (pa vez labourioù teknikel d’ober ha pa c’hoarvez droug gant beajourien pe gant mekanikoù) ha kenlabourat gant servijoù ar Stad (Polis, Pomperien, Brest meurgêr) ; dasparzhañ al labour etre ar vleinerien bemdez ; chom barrek da gas busoù, tramgirri hag an teleferik. Evit mont da reolier eo ret kaout an aotre D ha bezañ heuliet ur stummadur SKIR/SDRS beajourien. Micherioù an darempredoù gant ar glianted Teir micher disheñvel zo en hor servij kenwerzh : Gant ar gwazour kenwerzh e vez degemeret hag aliet ar glianted er stal Bibus diwar-benn an teulioù treuzdougen, ar prizioù, an treziadoù hag ar c’houmanantoù, ar programm fealded b-klub, an eurioù, al linennoù hag an hentoù… Gantañ e vez titouret an dud, penn-ouzh-penn, abalamour da respont eus ar gwellañ d’o ezhommoù diblasañ. En e aez e vez ar gwazour kenwerzh gant an dud, gouzout a ra kendivizout hag en em ober ouzh ar re all. Kalite ar servij a sell outañ evel e gefridi bennañ. Delc’her a ra kont eus ezhommoù pep kliant, evit kavout asambles gantañ ar gwellañ doare treuzdougen. Ar gwazour evit an darempredoù gant ar glianted a respont d’ar galvoù treuzkaset d’ar greizenn bellgomz dre deir niverenn : Allo Bibus d’ar 02 98 80 30 30 : evit klianted ar rouedad Bibus, ar veajourien reoliek, an dud koumanantet ; respontet e vez d’ar goulennoù war an teulioù treuzdougen hag ar c’houmanantoù, al linennoù hag ar servijoù, an eurioù, ha kement tra a denn d’ar modoù treuzdougen e plas er veurgêr ; Accemo d’ar 02 98 34 42 46 : ar servij treuzdougen evit an dud dalc’het en o c’herzhed, evit gouzout hiroc’h diwar e benn, lakaat e anv ha mirout ur veaj ; an treuzdougen diwar c’houlenn d’ar 02 98 34 42 22 evit en em skrivañ, mirout pe nullañ ur veaj war al linennoù a sell ar servij-se outo (90 da 97). Ar gwazour evit an darempredoù gant ar glianted er Post Ren Kreizennet (PRK). War e api e vez : teuler a ra evezh ouzh an tremenerezh, kelaouiñ a ra ar veajourien war-eeun ha kas a ra keleier tremenerezh war ar servijoù diwar c’houlenn hag ar c’hlemmoù. Gouzout a ra diouzh an ostilhoù stlenn ha diouzh ar rouedadoù sokial. Ul liamm e vez bepred etre ar glianted hag holl servijoù an embregerezh. Un den urzhiet mat e spered hag e labour eo. Gantañ e vez dibabet peseurt labourioù a zle tremen da gentañ. Ar gwazour-dave eo evit an darempredoù etre an embregerezh hag ar glianted. Diwall a ra e vefe doujet d’an engouestloù a-fet kalite hag eurioù. Gouest eo da ginnig ha da sevel traoù, abalamour da wellaat ha da efedusaat ar servij d’ar glianted, gant ur sell pozitivel bepred. Plijout a ra dezhañ servijout ar re all ha bezañ e darempred ganto. Labourat a ra gant siriusted ha doujañ a ra da reolennoù e vicher dalc’hmat. Setu kaliteoù rekis evit bezañ gwazour evit an darempredoù gant ar glianted.