Skip to main content


Notre politique RSE

Diorren an treuzdougen boutin digarbonek

 

Ar rouedad treuzdougen Bibus a fell dezhi plediñ gant ar c’hudennoù a sav war dachenn an endro ha war hini ar gevredigezh. An dra-se zo kaoz e voderna e garbedoù, gant skoazell arc'hant Brest meurgêr, evit paouez d’ober gant an diesel. E 2022 e oa bet lañset ar busoù tredan kentañ. Re all a vo prenet tamm-ha-tamm, ac’hann da 2030, abalamour d’en em ober diouzh al lezenn LOM. En tolpad-kêrioù ez eus busoù hag a ya en-dro gant ar bioGNK ivez. Hor c’hevelerien eilkevratourien a ra war o zro.

Cheñchet eo bet ar c’harbedoù servij : e 2023 e oa bet prenet 10 karr tredan, re ordin ha re dezougen, ar pezh a aesa monedoneoù ar vleinerien hag an implijidi etre o lec’hioù labour.

 

Kreskiñ ar c’hinnig fiñvusted doujusa

 

Daou servij feurmiñ beloioù tredan a vez kinniget d’an dud a zo o chom e Brest meurgêr :

  • Velocibus, ar servij feurmiñ beloioù war hir amzer.

  • VeloZef, ar servij feurmiñ beloioù pa garer.

 

Un toullad traoù hag a reomp evit an endro

 

  • Labourat evit tapout an testeniekadur ISO 14001 war grenn dermen, goude bezañ kaset un diagnostik endro da benn.

  • Kreñvaat efedusted energetek ar savadurioù.

  • Oberoù fetis evit digreskiñ ar c’hementadoù dour, gaz ha tredan implijet : adaozañ an dourioù lous, staliañ gouleier dre LED en holl savadurioù melestradurel, en atalieroù hag er c’harrdioù.

  • Goulenn gant pourchaserien eus ar vro dastum al lastez dañjerus ha dizañjerus, abalamour da adimplijout anezho.

  • Kelaouiñ ar veajourien war-eeun diwar-benn an dilaoskadennoù GET p’en em ziblasont gant ar bus pe gant an tramgarr (gant an arload Bibus).

  • Un emglev gant EcoTree : prenañ gwez e Breizh, abalamour da wareziñ ar c’hoadoù.

  • Sachañ evezh ar skipailhoù trezalc’h war ar riskloù saotradur.

  • Kas an disklêriadenn perzhioù e-maez arc’hant d’ar stroll RATP DEV bep bloaz.

  • Doujañ d’ar reolennoù e talvoud, dreist-holl da redioù an SREE.

 

Back to top