Bibus eo anv kenwerzhel ar rouedad treuzdougen boutin e Brest meurgêr.
Brest meurgêr he deus fiziet al labour merañ ha korvoiñ ar rouedad-mañ e RD Brest, a zo un iskevredad d’ar stroll RATP Dev, da-geñver un dileurierezh servij publik.
Meur a servij a vez kinniget gant ar rouedad treuzdougen Bibus : busoù, tramgirri, teleferik, treuzdougen evit an dud dalc’het en o c’herzhed, treuzdougen diwar c’houlenn, marc’hoù-houarn da feurmiñ peotramant parklec’hioù eskemm ha parklec’hioù marc’hoù-houarn.
25 milion a veajoù a oa bet graet gant ar rouedad treuzdougen e 2023.
RD Brest zo diazezet e meur a lec’h e Brest :
-
ar stal Bibus e kreiz-kêr,
-
ar greizenn da gorvoiñ ha da zelc’her an tramgirri a-ratre e Dor Plouzane,
-
ar greizenn da gorvoiñ ha da zelc’her ar busoù a-ratre e Kergonan,
-
ha ti an teleferik en Atalieroù ar Gabusined.

Hor micherioù
A bep seurt micherioù a gaver er rouedad treuzdougen Bibus : hon implijidi zo disheñvel ha niverus o barregezhioù, d’ar rouedad treuzdougen boutin da vont mat en-dro.
E Bibus ez eus 4 fol meur : ar servij korvoiñ, ar servij marketing ha kenwerzh, ar servij trezalc’h ha servijoù renerezh ar melestradur hag an arc’hant.
Liammet eo an holl servijoù an eil re ouzh ar re all. E-giz-se e c’hallomp kinnig ur servij a galite da bleustrerien ar rouedad treuzdougen Bibus.
Hon talvoudoù hag hon engouestloù
Hor c’henlabourerien a zegas o skiant-prenet vicherel an eil re d’ar re all. Sammañ a reont hon talvoudoù : an engouestl, an atebegezh, ar c’hengred, an nested hag ar youl d’ober.
E-kreiz hon engouestloù emañ ivez an enframmañ hag ar c’hevatalder micherel merc’hed-paotred.


Hon difrae kalite
Krog eo ar rouedad treuzdougen Bibus da labourat evit gwellaat ar c’halite dibaouez, diwar erbedadennoù ha redioù an testeniekadur ISO 9001.
E 2024 e oa bet tapet an testeniekadur kentañ-se. An dra-se a ziskouez e vez lakaet poan gant holl genlabourerien Bibus, abalamour da lakaat ar c’halite e-kreiz o oberoù ha da gontantiñ an holl re a sell o labour outo.
Hor politikerezh AKE
Gant e bolitikerezh AKE e fell d’ar rouedad Bibus diorren an treuzdougen boutin digarbonek, kreskiñ ar c’hinnig fiñvusted doujus ha kas oberoù da benn evit an endro ivez.
