Kinnig Ar parklec’hioù eskemm zo un diskoulm aes, ekologel ha marc’had-mat evit skañvaat bec’h an diblasañ hag ar parkañ e kêr. Perzhioù mat pennañ : Parkañ ho karr en ul lec’h suraet (videoevezhiet e vez an holl barklec’hioù eskemm hag hini plasenn Strasbourg a vez diwallet gant un den ouzhpenn-se). Tremen hebiou ar stankadegoù hag ar c’hudennoù parkañ. Digreskiñ ar c’hementadoù CO2 taolet ganeoc’h. Digoust eo mont tre enno gant ho karr (ret eo diskouez un teul treuzdougen, sellet ouzh ar reolennoù amañ-dindan).Parkañ nepell diouzh linenn A an tramgarr er poloù eskemm. Setu kartenn ar parklec'hioù eskemm e meur a lec’h strategel e Brest meurgêr : Penaos ez a ar parklec'hioù eskemm en-dro ? Titouroù ouzhpenn Arabat parkañ er parklec’hioù eskemm pa ne vezont ket digor. N’oc’h ket koumanantet d’ar rouedad Bibus ? Ret eo deoc’h prenañ un teul treuzdougen ha talvoudañ anezhañ un eur d’ar muiañ a-raok kuitaat ar parklec'h eskemm gant ho karr. An dud koumanantet d’ar c’hirri-boutin BreizhGo a c’hall ober ur veaj m’o deus talvoudet o c’houmanant a-raok kuitaat ar parklec'h eskemm gant o c’harr.