Skip to main content

Aucune perturbation sur le réseau.


Accemo

Kinnigadur

Ouzhpenn ar rouedad klasel e kinnigomp deoc'h ur servij treuzdougen en aezamant d'an dud dalc'het en o c'herzed, an dud ne welont ket mat pe na glevont ket mat, gant ur feur divarregezh 80 % pe muioc'h.

Bastañ a ra ar servij Accemo da ezhommoù mont-ha-dont an dud a zo o chom e Brest hag e 7 kumun Brest meurgêr : Boc'harzh, Gouenoù, Gwiler, Gwipavaz, Plougastell, Plouzane, ar Releg-Kerhuon.

Graet e vez ar beajoù e minibusoù aveet ent ispisial.

Ar servij a ya en-dro bemdez, nemet d'ar 1añ a viz Mae. Ret eo en em enskrivañ ha mirout plasoù evit ar beajoù graet ur wech an amzer pe ingal.

 

Mod implij

Enskrivadur :

Evit ober gant ar servij Accemo e c'hallit en em enskrivañ : 

  • Dre ar furmskrid enlinenn a c'haller tapout amañ

  • Dre bellgomz d'an niverenn 02 98 34 42 46 evit resev un teuliad enskrivañ war baper. Goude-se e vo trawalc'h kas anezhañ d'ar chomlec'h-mañ : Servij Accemo, RD BREST, 7, straed Ferdinand de Lesseps, CS 80334, 29806 Brest cedex 9.

Mat da c'houzout : gant an teuliad eo ret kas un luc'heilenn eus ar gartenn mont-dont enperzhiañ gant ar meneg "divarregezh" e talvoud.

Mirout plasoù : 

Evit mirout an treuzdougen, ur wech enskrivet, kit e darempred gant ur c'huzulier fiñvusted dre bellgomz d'an niverenn 02 98 34 42 46 pe dre bostel da [email protected]

Hor c'huzulierien a respont deoc'h :

  • eus 7e30 am da 7e00 pm eus al Lun d'ar Gwener,

  • hag eus 9e00 am da 5e00 pm d'ar Sadorn.

 

Eurioù damantiñ gant ar servij Accemo : 

  • eus al Lun d'ar Sadorn : eus 7e00 am da 1e00 am,

  • d'ar Sul ha d'an deizioù-gouel : eus 9e00 am da 1e00 am.

 

Teulioù treuzdougen : 

Hon holl deulioù treuzdougen* a dalvez evit ar servij Accemo.

*nemet ar gartenn Korrigo talvoudet evit ar mont-ha-dont dieub a-hed ar bloaz.

Statud ambrougerien an dud enskrivet er servij Accemo :

Ret e vez da dud zo,  dalc'het en o c'herzhed, bezañ ambrouget en o monedone. Da neuze e ranker resisaat, pa virer plasoù, hag-eñ e vo ambrougerien ha pet a vo anezho.

  • Ma vez un ambrouger ret : an ezhomm evit an implijer da vezañ ambrouget en e vonedone a rank bezañ disklêriet  p'en em enskriv er servij evit bezañ skoazellet. Setu e veaj an ambrouger evit netra. Ne c'hallo beaj ebet bezañ graet panevetañ. An ambrouger ne verker ket dre e anv, met bez' ez eo major, emren ha barrek da skoazellañ an implijer dre e anaoudegezh eus an namm.

  • Ma vez un ambrouger diret (tud eus ar familh a gemer perzh e beaj ar c'hliant hep kemer ur gefridi skoazell e karg) : hennezh a rank kaout un teul treuzdougen reizh. Aotreet eo da veajiñ gant ur priz izel. Ouzhpenn-se ez eo aotreet da vezañ treuzdouget, keit ha ma chom plasoù dieub, evit ar pennad-hent divizet.

 

Back to top