Skip to main content


Reolennoù avisted

Tost d'un tramgarr, avisted, evezhiañs !

An darn vrasañ eus ar gwallzarvoudoù zo abalamour d'an diouer a evezhiañs gant ar vleinerien kirri, ar vleinerien divrodegoù hag an dud war droad.

Gouleier ruz pe stopoù ha ne zoujer ket dezho, cheñchamantoù hent trumm, treuziñ ur forzh hep kontrollañ anezhi a-raok, an daoulagad paret ouzh ar poellgomzer, an tokarn war an divskouarn, hag all hag all... zo kement a emzalc'hioù risklus da argas.
 

Evit an dra-se, bleinerien kirri pe divrodegoù ha tud war droad : chomit evezhiant dalc'hmat !

Mat da c'houzout :

Un tren tramgarr a bouez 30 tonenn pa vez goullo ha 55 tonenn gant ur garg ordinal, setu ez eo hir-kaer an hed stardañ. E 30 kilometr/eur en devez ezhomm eus 25 metr evit chom a-sav. Pa vez lañset en 50 kilometr/eur e vez ezhomm eus 55 metr.

Kemennoù surentez

E kement degouezh zo, tost d'al linenn tramgarr ha pa welit ar panelloù-mañ :

Panneaux de sécurité
  • Panell rakkemenn : bezit war evezh ha gorrekait pa dostait d'ul leurenn tramgarr.

  • Panell sinal lec'hiadur : o treuziñ al leurenn emaoc'h, gwiriit hag-eñ eo diac'hub an hent, priorek eo an tramgarr !

  • Leurenn evit an dud war droad : en takadoù-bale zoken ez eo priorek an tramgarr !

  • Gouleier evit an dud war droad : pa vezont ruz e kemennont donedigezh an tramgarr bremañ-tuchant.

 

Pa veajit

 War velo :

  • Arabat deoc’h mont gant hentoù an tramgarr, berzet eo rak an dañjer zo gwir : ur rod a c’hall riklañ pe kornegañ en hent-houarn.
  • N'it ket gant hentoù an tramgarr, difennet eo rak ur gwir zañjer zo : ur rod hag a riskl pe a chom gennet er roudenn !

  • Doujit d'ar gouleier ha d'an arsavioù.

  • Amprestit al loabroù hag ar roudennoù divrodegoù. Niverusoc’h-niverusañ int e kêr. E Brest meurgêr, evit aesaat d'an dud war varc'h-houarn mont ha dont, e vez digor an holl drepasoù miret evit ar busoù d'ar marc'hoù Aliañ a reomp ac’hanoc’h, koulskoude, da chom a-zehoù war an hent bus evit ma c’halloc’h doublañ gant ar bus-se.

  •  aliañ a reer gwiskañ un tokarn, ha gwareziñ a reomp anezho diouzh traom ar glopenn pa kouezhont.

  • Evit treiñ, soñjit taoler ur sell a-dreñv ho skoaz, astennit ho divrec’h en tu all ha mont war-raok. Aveadurioù evel « sac’h-heñchañ war gein-heñchañ » a zo ivez evit ma vo gwelloc’h kehentiñ ar renerezh a fell dezhi ouzh ar vleiner.

  • Aliañ a reomp ac’hanoc’h da wiskañ ur jiletenn dasskedus. Ret-groñs eo mont e-maez an tolpad-kêrioù evit kement den war varc’h-houarn (hag e dreizhad) a ruilh diouzh an noz pe pa ne vez ket gw Aliañ a reomp ac’hanoc’h da zougen livioù flamm dre vras.

  •  A-dreñv d’ur bus en arsav e rankit brasjediñ hag-eñ ho peus ezhomm amzer evit doublañ anezhañ a-raok ma vo adloc’het ha ma’z eus En degouezh-se e aliomp deoc’h mont war-hed 1 metr diouzh ar bus evit mont pelloc’h. Mar bez douetañs e rankomp chom a-dreñv.

 

War droad :

  • En takadoù-bale hag en treuzennoù kerzhourien zoken ez eo priorek an tramgarr.

  • Taolit muioc'h a evezh c'hoazh pa vezit o pellgomz pe o selaou sonerezh tost d'ar roudennoù abalamour da glevet an tramgarr o tont !

  • Disglavieroù, kabuchoù ha togoù all a strisha ho kweled. Chomit war evezh !

  • Doujit d'ar gouleier evit an dud war droad.

  • Na dreuzit ket ar roudennoù d'ar red, ha dreist-holl, sellit mat a-zehou hag a-gleiz a-raok mont.

  • Na dreuzit ket a-dreñv un tren, un tramgarr all a c'hallfe degouezhout !

  • Diwallit diouzh kornioù dall ar busoù.

 

Gant ur c'harr :

  • Pa dostait d'ur c'hroashent gant an tramgarr bezit muioc'h war evezh c'hoazh, priorek eo an tramgarr.

  • N'it ket gant hentoù an tramgarr, difennet eo !

  • N'it ket gant roudennoù ar busoù : miret int evito.

  • Doujit da god an hentoù.

  • Diwallit diouzh kornioù dall ar busoù.

 

Beajourien an tramgarr :

  • Dalc'hit krog er barrennoù pe azezit a-raok d'an tren loc'hañ, forzh pegoulz e c'hall stardañ mort ha bezañ kaoz da lammoù.

Back to top