Skip to main content

Aucune perturbation sur le réseau.


Boutikl Bibus

Eurioù digeriñ

Hor c'huzulierien er boutikl Bibus a zegemer ac'hanoc'h eus al Lun d'ar Sadorn eus 9e30 am da 6e30 pm.

 

Da betra e servij ?

Ar boutikl Bibus zo ul lec'h kelaouiñ, kuzuliañ ha gwerzhañ e kreiz-kêr Brest, 33 bali Clemenceau.

Al lec'h-se eo hoc'h antre evit kement titour zo a-fet ho tilec'hiadennoù gant an treuzdougen boutin e Brest meurgêr.

En ho servij emañ hor c'huzulierien evit :

  • kelaouiñ ac'hanoc'h a-fet al linennoù hag an eurioù evit hoc'h holl zilec'hiadennoù er veurgêr,

  • kuzuliañ ac'hanoc'h a-fet hon holl ziskoulmoù mont-ha-dont : bus, tramgarr, teleferik hag hor servijoù feurmiñ beloioù tredan Velosibus ha VeloZef.

  • aliañ deoc'h ar formulenn gant ar prizioù gwellañ evidoc'h ha diouzh ho poazioù dilec'hiañ,

  • sevel ho kartenn KorriGo, kartenn an holl zilec'hiadennoù er veurgêr, pe gwerzhañ deoc'h an teul treuzdougen a zo diouzhoc'h,

  • reizhekaat ho kont war-lerc'h un dell-gastiz savet er bus, en tramgarr pe en teleferik,

  • kinnig ar programm fealded b-klub deoc'h,

  • isplegañ deoc'h penaos resev an holl ditouroù tremeniri a denn d'ho linennoù gwellañ karet.

Gallout a rit ivez pellgomz d'hor c'huzulierien gant ar servij "AlloBibus" en niverenn 02 98 80 30 30 eus al Lun d'ar Gwener eus 7e30 am da 7e gm, ha d'ar Sadorn eus 9e am da 5e gm.

 

Penaos mont di ?

Gallout a reer mont d'ar boutikl gant an treuzdougen boutin :

  • gant an tramgarr : linenn A, diskenn en arsavlec'h "Frankiz".

  • gant ar bus : linenn 1, linenn 2, linenn 3, linenn 4, linenn 5, linenn 12, linenn 16 ha linenn 19, diskennit en arsavlec'hioù "Liberté Morvan"pe "Liberté Branda" nepell diouzh ar boutikl.

 

Back to top