Skip to main content


VéloZef, ar marc’hoù-houarn dre skoazell tredan e frankservij

Gouzout hiroc’h war ar servij

VéloZef eo anv ar c’hinnig beloioù tredan emservij gant Brest meurgêr. Dont a ra VéloZef da glokaat ar c’hinnig treuzdougen Bibus, d’an dud a zo o chom er veurgêr da c’hellout feurmiñ beloioù tredan 100% graet evit mont war un hed berr pe e-pad amzer verr. 

Lakaet e oa bet ar servij VéloZef da vont en-dro evit ur c’houlzad esaeañ e miz Even 2021, hag adwelet ha nevesaet e oa bet penn-da-benn e-kerzh an hañv. Kaset e vez en-dro gant ar pourchaser Fifteen ha diwar vremañ e kinniger :
 

  • 185 marc’h-houarn a galite (hag a c’hell mont betek 65 km), skañv, aes da vleinañ ha da implijout ;

  • 29 savlec’h difiñv evit kargañ ha leuskel ar beloioù, dasparzhet er veurgêr, e Brest, Plouzane hag er Releg-Kerhuon.

Kevreet eo ar marc’hoù-houarn etrezo hag ouzh ur bonn adkargañ hepken dre gwarelloù tredan evit gellout treuzkas an energiezh. Gant an teknik nevez-se, breouet gant Fifteen, e vez kemeret kalz nebeutoc’h a blas e kêr ha n’eus ket ezhomm kement a labourioù evit staliañ an traoù peogwir e c’heller adkargañ 10 marc’h-houarn gant ur junt tredan hepken.

Penaos feurmiñ ur marc’h-houarn ?
 

1) En em enskrivañ
  • Pellgargañ an arload VéloZef e-barzh Google Play pe App Store, krouiñ ho kont ha skrivañ titouroù ho kartenn-baeañ. 

  • M’ho peus ur gartenn KorriGo e c’hellit diwar vremañ lakaat anezhi da dalvout evit ho kont VéloZef. Evit en ober eo ret bezañ e-kichen ur marc’h-houarn, mont en ivinell « Ma c’hartenn dreuzdougen » diwar lañser an arload ha klikañ war « Ouzhpennañ ur gartenn » ha goude « Lakaat da dalvout dre ar velo ».

 

2) Kregiñ gant ar feurm

Mont d’un arsavlec’h VéloZef : Meur a vod zo da zivorailhañ ar marc’h-houarn :

  1. Skanniñ kod QR ar marc’h-houarn : mont en arload VéloZef ha klikañ war ar bouton « Skanniñ » da zigeriñ ho luc’hskeudennerez.

  2. Bizskrivañ niverenn ar marc’h-houarn feurmet : mont en arload VéloZef, klikañ war ar bouton « Skanniñ », choaz an ivinell « Dre an dorn », ha skrivañ an niverenn er vaezienn graet a-ratozh.

  3. Implijout ho kartenn KorriGo enrollet en a-raok e-barzh ar gont : gwaskañ war starderez kleiz ar marc’h-houarn ha goude-se lakaat ho kartenn KorriGo war an teskanv a zo war ar framm. 

 

3) War an hent

Bez’ ez eus un arc’hweladur GPS, rak-se e c’hellit merkañ al lec’h ma fell deoc’h mont. Ur c’honter a zeu war wel ivez, deoc’h da welet pegeit e pad ar pennad-hent, pet kilometr zo bet graet, an tizh ha live ar batiri. 

 

4) Echuiñ gant ar feurm

N’ho peus nemet stagañ ar marc’h-houarn ouzh ar bonn pe ouzh ar marc’h-houarn diwezhañ gant an daou vaen-touch a zo war ar velo, a-zehoù. Skignet e vo ur bip doubl gant ar marc’h-houarn, da reiñ da c’houzout eo morailhet. Echuiñ a ra ar pennad-hent kerkent. 

Ma n’emaoc’h ket en un arsavlec’h e rankit klikañ war « Echuiñ » en traoñ war ar skramm, a-zehoù. Diskouezet e vo deoc’h gant an arload penaos mont betek an arsavlec’h tostañ.

 

 Grit anaoudegezh gant mod implij Velozef dre skeudennoù :

Carte des stations VéloZef

 Prizioù dedennus

  •  Evit un implij a-wezhioù e c’hallit kaout ur priz dre pondalez : eus 1 euro bep 15 munut ha betek 10 euro evit 4 eurvezh implij. En tu all da 4 eurvezh treizh e vez fakturennet 1 euro evit an eurvezh ouzhpenn.

  •  Evit an implijerien ingaloc’h : koumanantoù a vez kinniget. Prenet e vez ur c’houmanant miziek ganeoc’h evit gallout kaout prizioù eurvezh izeloc’h evit pep implij. (Koumanantoù evit an holl e 25 euro ar miz hag e 10 euro ar c'houmanant evit ar studierien dindan 26 vloaz hag an dud gant ur rannad tiegezhel dindan 813 euro).

 Evit mont d'ar priz izel e rankit kemer ur brouenn hag a vo kontrollet ha gwiriekaet gant servij ar pratikoù VéloZef :

  •  un testeni skoliata pe ur gartenn studier evit ar studierien,

  •  un teul identelezh (kartenn-anv, paseporzh, aotre-bleinañ) evit ar re dindan 26 vloaz,

  •  un testeni eus rannad ar familh roet gant KGT evit ar pratikoù o deus ur rannad familh dindan 813 euro.

Mat da c’houzout

M’ho pez tra pe dra da c’houlenn pe ma vezit lakaet diaes oc’h implijout ar servij e c’hellit mont e darempred gant ar skoazell dre bellgomz, a vez digor eus al Lun d’ar Sul etre 8e vintin hag 8e noz. 

Evit mont e darempred gant ur c’huzulier dre bellgomz, mont en arload VéloZef ha klikañ war al lañser « Skoazell » merket gant ur pik-goulenn.

Back to top