Penaos ez a en-dro ? Grit anaoudegezh gant ar paeamant hep touch, an diskoulm evit prenañ un teul treuzdougen war-eeun gant ur gartenn-vank. Beajit buan hag aes ! Kit war-zu ur mekanik da validañ roz, diuzit war skramm an ardivink, gant ar bouton "+", an niver a veajourien (gallout a reer paeañ asambles betek 4 den). Lakait ho kartenn paeañ hep touch ouzh ar mekanik da validañ roz. Ur bip ha paeet ha validet eo ho teul treuzdougen ! Ho pet soñj lakaat ho kartenn-vank ouzh ur mekanik da validañ roz e pep kenere Ma vez kontrollet an teulioù, lakait ho kartenn-vank war-eeun ouzh ardivink ar c'hontroller. Peseurt splet ? Akomod eo, suraet hag eko-atebek, un nevezadenn hag a aesa ho puhez pemdez. Akomod : Ne golllit ket amzer ken el lostenn dirak an ingaler teulioù nag o klask moneiz bihan dirak ar bleiner ! Suraet : paeit e surentez ha heuilhit ho prenadennoù el leurenn a-ratozh. Eko-atebek : tiked ebet ken, tamm lastez ebet ken ! Gant ar sistem nevez-se e toujit an endro. An teulioù a c'haller kaout gant ar paeamant hep touch Ouzh mekanikoù da validañ an tramgirri hag ar busoù : Tiked dre unanenn : eus 1 beajour da 5 Tiked devezh : eus 1 beajour da 5 Ouzh mekanikoù da validañ arsavlec'hioù an teleferik : Tiked teleferik mont-ha-dont : eus 1 beajour da 5 Tiked dre unanenn : eus 1 beajour da 5 Tiked devezh : eus 1 beajour da 5 Titouroù pleustrek Gant an doare paeañ-se, n'eus tiked ebet da gaout, dont a ra ho kartenn da vezañ ho teul treuzdougen. Ar mekanikoù da validañ evit ar c'hartennoù-bank zo da gaout en hon holl zoareoù treuzdougen : 4 en holl dramgirri, 1 en antre pep bus hag 1 e pep arsavlec'h an teleferik. Ar mekanikoù-se a c'hall ivez skanniñ kod QR ho M-Tikedoù. Gallout a rit sellet ouzh istor ho pennadoù-hent hag ho paeamantoù enlinenn. Sellit ouzh ma istor Video kinnig