Skip to main content

Aucune perturbation sur le réseau.


Bugale a vez ganeoc’h pa veajit gant ar rouedad treuzdougen boutin Bibus ?

Bugale a vez ganeoc’h pa veajit gant ar rouedad treuzdougen boutin Bibus ? Adkavit an holl brizioù a vez jedet diouzh oad ho pugale hag ar spletoù a bep seurt a vez kinniget deoc’h :
 

Bugale - 6 vloaz

Ar vugale dindan 6 vloaz a c’hall beajiñ digoust gant an treuzdougen boutin.
 

Bugale etre 6 ha 7 vloaz

Etre 6 ha 7 vloaz e c’hall ar vugale beajiñ gant ur priz digresket (9€ e-lec’h 14,50€) ma prener an tiked 10 beaj. Ret eo prouiñ oad ar bugel, gant al levrig familh pe gant e gartenn-anv, pa vezer kontrollet gant an tiked-se.
 

Bugale - 10 vloaz

Ma tiblasit gant ur pass bloaziek e c’hallo ho pugale dindan 10 vloaz beajiñ asambles ganeoc’h evit netra (3 bugel d’ar muiañ).
 

Familhoù niverus

Ar familhoù enno tri bugel da nebeutañ a c’hall profitañ eus ar priz digresket gant ar gartenn familhoù niverus.

A-raok lakaat ober ar gartenn familh niverus eo ret deoc’h gouzout hag-eñ ho peus ar gwir da gaout unan, en ur glikañ war “Urzhiañ” e pajenn degemer al lec’hienn internet kartenn familhoù niverus. Ma c’hall ho familh kaout unan e c’halloc’h krouiñ ho kont personel hag urzhiañ ho kartennoù.

Goude-se e vo ret deoc’h skanniñ ar paperennoù a desteni ho stad familh ha stagañ anezho ouzh ho koulenn.

Evit echuiñ, evit kas hoc’h urzhiad enlinenn, e vo ret deoc’h paeañ 18€ PTB (ne vern an niver a gartennoù goulennet ganeoc’h) gant ho kartenn-vank.

Back to top