Mont en-dro Evit aesaat implij ar bus hag an tramgarr ha broudañ an dud da implijout an treuzdougen foran ouzhpenn o c'harr ez eus bet krouet parklec'hioù eskemm e meur a lec'h en antre Brest. Aes int da implijout : gant ar parklec'hioù eskemm e c'hallit mont da greiz kêr en ur vont hebiou ar stankadegoù kirri hag an diaesterioù evit parkañ ho karr. Akomod ha marc'had-mat : ganto e c'haller aesaat implij an treuzdougen foran en ur lezel ho karr en ul lec'h sur. Evit kement-se, parkit ho karr en unan eus ar 4 farklec'h eskemm ha kendalc'hit ho peaj gant an tramgarr pe ar bus, hep soursial eus ar parkañ hag e surentez. Lec'hiet int diouzh ar gwellañ a-hed linenn A an tramgarr. Ouzhpenn-se, pa choazit an treuzdougen foran, e sikourit teurel nebeutoc'h a CO2 ! Eurioù Parklec'h eskemm "Fort Montbarey" a vez digor bemdez eus 5e da 0e30. Ar parklec’h eskemm "Porte de Gouesnou" a vez digor bemdez eus 5e da 23e30. Ar parklec’h eskemm "Porte de Guipavas" a vez digor bemdez eus 6 da 20. Digor e vez parklec’h eskemm "Place de Strasbourg" a Lun da Sadorn eus 5e da 0e15 ha serr e vez d’ar Sul ha d’an deizioù. Niver a blasoù Kreñvlec'h Montbarey* : 174 plas Plasenn Strasbourg* : 233 plas Dor Gouenoù : 195 plas Porte de Guipavas : Dor Gwipavaz : 80 plas *Miret eo parklec'hioù Kreñvlec'h Montbarey ha Plasenn Strasbourg evit klianted ar rouedad Bibus. Digoust ez int gant ma tiskouezer un teul treuzdougen Bibus validet pa'z eer er-maez. Fonctionnement des parkings-relais Informations complémentaires Il est interdit de stationner dans les parkings-relais en dehors des horaires d’ouverture. Vous n’êtes pas abonné au réseau bibus ? Achetez un titre de transport et validez le dans l’heure qui précède votre départ en voiture du parking-relais. Pour les abonnés aux cars BreizhGo, effectuez un trajet en ayant validé votre abonnement avant votre départ en voiture du parking-relais.